Kronologiezh ar mengleuzerezh

1903- : F. Kerforn, kelenner skol-veur a gav standilhonoù wolfram e Montbelleux.

1903-1906 : Labourioù klask eus Puñs Collet-Pintiaux betek Puñs Surcouf. Daou vestr-miner ha pevar-ugent micherour a zo e karg da gas al labourioù enklask da-benn.

1907-1908 : Prantad kentañ eztennañ kailh (betek 204 micherour). Adalek an 10/10/1908 eo ehanet an obererezhioù ken izel m’eo erru feur ar wolfram. E 1908 e vez gopret 204 micherour, 118 anezho o labourat e foñs ar min.

1910-1911 : Eil prantad eztennañ kailh gant an embregerezh Gruzard-Clolus et Courtois dindan renerezh an aotrou Bayle. 120 micherour well-wazh zo bet implijet e 1911.

1916-1918 : Trede prantad eztennañ kailh. Al labourioù zo kaset en-dro diwar tri fuñs. 42 implijad rollet gant ar Stad a laboure en estaj 97 ha war an tresañ, 90 prizoniad-brezel en estaj 27 ha 62 ha 10 prizoniad all er-maez.

07/04/1938 : Treuzkas ar goñsedadenn da Edgar BRANDT.

1942-1944 : Pevare prantad korvoiñ sevenet gant an embregerezh alaman Krupp harpet gant an Aozadur Todt. Poleoù a zo savet war ar puñs Surcouf (10/09/1942). 300 den a zo implijet e miz Here 1942, 30 Alaman en o zouez. 550 den a vo d’ar muiañ.

1951-1958 : Pempvet prantad korvoiñ. Kaset eo al labourioù en-dro gant ar c’hevredad Mines de Puys les Vignes (1948-1950). 140 den implijet, 80 micherour o labourat e foñs ar min. E miz C’hwevrer 1957 eo dic’hopret 47 micherour ha 24 all e miz Eost war un hollad a 56.

1976 : Labourioù sontañ diwar ar gorre evit anavezout ardraoñ ar greunulit.

eus 1977 da 1980 : Prantad ergerzh nevez (dizourañ ha kempenn ar min kozh (danframmoù, savadurioù h.a. … sontadurioù niverus).

eus 1980 da 1983 : Un doullenn war-ziskenn a zo kleuziet betek al liveoù 60, 95 ha 130 metrad. Ur burerezh-grai a zo savet o tegemer 40t/eur. E miz Du 1982 : 58 goprad ; renerezh ha melestradurezh : 5 den ; implijidi er foñs : 30 (minerien ha bleinerien mekanikoù) ; er-maez : 23 (purañ ha traoù all).

2006 : Kevredad Minoù Montbelleux, perc’henn war ar min, a ziviz lakaat un termen d’al labourioù. Krog eo al labourioù evit kempenn ha gwellaat al lec’h.

Fernand Kerforne

1944

1980/1983