Min Montbelleux

Kronologiezh ar mengleuzerezh.

Ha c’hoazh…

 

 

Min Montbelleux.

 Ar poleoù diwezhañ e Breizh.

 An 3 M

Memor Min Montbelleux

 

Ar gevredigezh 3M, Memor Min Montbelleux a zo bet krouet evit gwareziñ glad sevenadurel, sokial ha naturel Montbelleux.

Fellout a ra dezhi mirout ha diwall ar savadurioù, an dafar koulz hag ar glad sevenadurel dizanvezel.

Dastum a ra ostilhoù, danvezioù ar min, skridoù, luc’hskeudennoù, enrolladennoù, eñvorennoù...

 

 1       2

 

Lakaet e brezhoneg gant Jean-Charles FLOC’H.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kronologiezh ar mengleuzerezh.

Min wolfram ha staen

Luitré ( 35 )

Kailh staen a veze eztennet eus douaroù Montbelleux da vare Oad an Arem (4000 bloaz zo kent J.K.). E gwalarn an duchenn e oa bet lakaet war-sav daou beulvan vras, distrujet e-doug an XIXvet kantved.

Diwezhatoc’h (war-dro ar bloavezh 1000 kent J.K.) e teu ar Gelted d’en em staliañ en Arvorig.

An duchenn vihan, a oa d’o soñj, ur menez sakr ha dre-se, gouestlet da azeulerezh Belen, doue kelt an heol hag ar gouloù. Profoù ha roadoù a veze graet eno gant an drouized. Enaouet e veze tantezioù da zeiz gouel Yann.

Ur vilin avel zo bet savet e lein an duchenn ha chomet eo bet betek an XVIIIvet kantved.

Bro ar mojennoù eo Montbelleux (hini moualc’h Nedeleg a zo chomet bev betek an deiz a hiriv).

Ul lec’h istorel pinvidik eo.

Ar poleoù diwezhañ e Breizh.

 

Ha c’hoazh…

Hent dizoloiñ lec’h Montbelleux.

 Panelloù a zo bet staliet a-hed ar wenodenn a ra tro ar min eztennañ wolfram pe tungsten (anv all ar wolfram).

Warno e kaver titouroù war istor ar min gant an niver a dud implijet, peulvanoù Montbelleux, mojennoù, ar vilin avel hag an obererezhioù lec’hel, ar maenadoù kavet e Montbelleux, ar brezelioù. Oc’h ober 4.5 km e reoc’h anaoudegezh gant tachenn ar min, ar poleoù diwezhañ e Breizh ha gwel meur dispar war Bro Felger.

Loc’hañ diouzh ar poleoù.

 

Oc’h ober 4.5 km e reoc’h anaoudegezh gant tachenn ar min, ar poleoù diwezhañ e Breizh ha gwel meur dispar war Bro Felger.

 

 

Retour