Ha c’hoazh…

Gant he memor industriel eo Montbelleux ul lec’h dibar e bro ar saver chatal hag al labourdouar.

Kantadoù a diegezhioù a veve diwar ar min. Ur binvidigezh koulz hag ur sevenadur zo diwanet evel-se : kalet e veze ar wazed ouzh al labour, labour lous ar min, ar c’hwezh, an dañjerioù met ivez ar gamaraded hag ar bri.

Mareoù poanius zo bet er min. Micherourien zo bet marvet pe gloazet da-geñver gwallzarvoudoù, re all dic’hopret pa veze torret war ar wolfram e marc’had an danvezioù krai.

War gilometradoù tro-war-dro e weler ar poleoù en ardremmez. Ur roud eo, un test diwezhañ eus mengleuzerezh Breizh a zo bet bras e blas er vro.

Staen ha wolfram zo bet eztennet eus douaroù Montbelleux hepken. Koulskoude, maenadoù eleizh a gaver er c’hondon : fluorin, topaz, …